Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro! Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-do. Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat, A skuilhaz eviti o gwad. Refrão: O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. Tra ma vo mor 'vel mur en he zro. Ra vezo digabestr ma Bro! Ar Vretoned zo tud kalet ha kreñv; N'eus pobl ken kaloneg a-zindan an neñv, Gwerz trist, son dudius a ziwan eno, O! pegen kàer ez out, ma Bro! Refrão Breizh, douar ar sent kozh, douar ar varzhed, N'eus Bro all a garan kement 'barzh ar bed. Peb menez, ped traoñienn, d'am c'halon zo kàer, Enno kousk meur a Vreizhad taer! Refrão Mard eo bet trec'het Breizh er brezellioù bras, He Yezh zo bepred ken bev ha bizkoazh. He c'halon birvidik a lamm c'hoazh en he c'hreiz, Dihunet out bremañ, ma Breizh!