Itron Varia Steredenn vor Mouezh aour an douster ‘zo en Arvor Roit an nerzh d’ho pugale Da hadañ an nevez ‘n o femdez Pa n’eus ‘forzh touell ‘n hor c’hevredigezh Pa n’eus ‘met sorc’henn en hor c’henoù Ganimp ‘vo skubet ginegezh An dizesper, kement strizhder Me sant douar nevez o fraoñval Me glev dour badez o ruilhañ Me wel ur fulenn o strakal Meiz hon triskell ‘n advuhez Itron Varia, leun a c’hras. O c’hwi Zegemero pedenn glann ur bugel Sklerijenn en ho taoulagad Ziwan ar joa, peoc’h ar vuhez Me sant douar nevez o fraoñval Me glev dour-badez o ruilhañ Me wel ur fulenn o strakal Meiz hon triskell ‘n advuhez Me wel ur fulenn o strakal Meiz hon triskell ‘n advuhez Me gan an deiz o sevel Meiz hon triskell ‘n advuhez