En devezhioù teñval Sachet on ‘vet ur bed all Em eurvezhioù doujet ‘Veajan war ur mor all Neb na wel ar stered a gav e hent Neb na vag karantez na gav ar vuhez Digor’ta da zor din Digor’ta ma c’halon din Ganit’te emsoñjin A-un vouezh e vouskanimp Neb na gar ar bed a gan ar meiz Neb na gar e gwirionez na oar ket reiñ Ma tihunan Diouganet ‘moa an amzer-se Douget dindan ho kazel-ge Tonket da ganañ noz ha deiz Ar vaouez kenedus oc’h-hu Diouganet ‘moa an amzer-se Douget dindan ho kazel-ge Tonket da ganañ noz ha deiz Kanañ ho “karantez” ‘Viton Diouganet en deiz ‘me an den kozh Dallet en e feiz, en e garantez N’e follentez N’hallan ket nac’hañ N’hallan ket he lazhañ Met stoliañ strobinelloù glas Viviana